Edward Lear a oa un evnoniour, treser, soner, sonaozour ha barzh saoz, ganet d'an 12 a viz Mae 1812 e Holloway (e bannlev Londrez e Bro-Saoz) ha marvet d'an 29 a viz Genver 1888 e Sanremo, e Rouantelezh Italia.
Kalz e veajas Lear a-hed e vuhez, met war-dro 1870 e tiazezas davat en Sanremo, war aod ar Mor Kreizdouar, en ur genkiz anvet Villa Tennyson, diwar anv ar barzh saoz Alfred Tennyson.
P'en em ginnige Lear e roe an anv Mr Abebika kratoponoko Prizzikalo Kattefello Ablegorabalus Ableborinto phashyph pe Chakonoton the Cozovex Dossi Fossi Sini Tomentilla Coronilla Polentilla Battledore & Shuttlecock Derry down Derry Dumps, diazezet war Aldiborontiphoskyphorniostikos[1].
E-pad pell ez eas e yec'hed war fallaat, ken na varvas en e genkiz e 1888 gant un tarzh-kalon. Hervez gwreg e vezeg, an Doktor Hassall, e voe trist an obidoù, rouez an dud en deiz-se, ha hini ebet eus e vignoned ne oa deuet [2].
Beziet eo Lear er vered Foce en San Remo. War ar maen-bez e lenner, diwar Menez Tomohrit en Albania, tapet eus barzhoneg Tennyson To E.L. [Edward Lear], On His Travels in Greece :
all things fairall things fair.
With such a pencil, such a pen.
You shadow'd forth to distant men,
I read and felt that I was there.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search